
Kafe Brezhoneg - Izold Guegan
Conférence - Débat
Lesneven 29260
Le 06/05/2026
Invité de la conférence en breton : Izold Guegan - Studiadenn sosioyezhoniezh - « Emdroadur an ereadur : ur studiadenn diwar rummadoù ar vrezhonegerien », gant Izold GUEGAN Ganet e Montroulez e 1992, Izold Guegan zo bet desavet e brezhoneg ha skoliataet e Diwan. Aet eo he-unan da 17 vloaz da studiañ an egiptologiezh e Bro-Egipt a-raok tapout un aotregezh ha da heul ur master war an henoniezh hag an egiptologiezh e skol-veur Strasbourg. Ha, war-lec’h un doktorelezh war an egiptologiezh etre skol veur Abertawe (Bro-Gembre) ha skol-veur ar Sorbonne e Pariz, mar plij ! Ur wech distri e Breizh he deus bet un aotregezh war ar brezhoneg e skol-Veur Roazhon. Bez emañ Izold bremañ oc’h echuiñ un eil doktorelezh war ar brezhoneg. Tem he enklask : ereadur ar brezhoneg. Atersiñ a ra tud bet desavet e brezhoneg eus pep lec’h e Breizh ha pep rummad evit klask gouzout ma’z emañ ereadur ar yezh o cheñch, ha penaos. Un dra all : abaoe ar miz Meurzh tremenet emañ Izold dilennet e ti-Kêr Karaez, e-karg eus ar... brezhoneg. Étude sociolinguistique du breton contemporain. Née à Morlaix en 1992, Izold Guegan a été élevée en breton, puis scolarisée à l’école Diwan. À 17 ans, elle est partie[...]
















